| Petra eo Ti ar Brezhoneg ? |
Ti ar Brezhoneg a zo ul lec'h (an hini nemetañ e Pariz) : evit en em gavout gant brezhonegerien, sellout ouzh filmoù brezhonek, amprestañ levrioù pe gasedoùigoù, evañ ur bannac'h... |
| Ne gomzan ket mat-tre brezhoneg. Ha dont da dTi ar Brezhoneg a c'hellan ober evelato ? |
Ya 'vat. N'eo ket ret-ret komz ur brezhoneg eus ar c'hentañ. Trawalc'h e vo m'emaoc'h o teskiñ brezhoneg abaoe bloaz pe zaou, peadra da gomz un tammig ha da gompren an darn vrasañ eus ar pezh a vez lavaret gant ar re all |
| Me a blijfe din a-walc'h mont da dTi ar Brezhoneg evit ar wezh kentañ, met n'emaomp mui e miz Gwengolo. Ha ret eo din gortoz betek miz Gwengolo a zeu ? |
N'eo ket. Posupl eo dont da dTi ar Brezhoneg evit ar wezh kentañ da forzh pe vare eus ar bloavezh (gant ma vo digor, evel-just : na zeuit ket e-pad an hañv nag e-pad ar vakañsoù-skol !). |
| Ha petra 'm eus ezhomm degas ganin ? |
Netra ebet. Er c'hontrol, bez' e c'hellot amprestañ levrioù, kazetennoù ha kasedoùigoù digant TaB. |
| Ha petra ' vez graet e-kerz un abadenn ? |
Bez' e c'heller komz dre strolladoùigoù pe holl a-gevret, bez' e c'heller lenn, kanañ, selaou sonerezh pe ur brezegenn, h. a. |
| Ha diwar-benn petra e komzer ? |
Tra pe dra, forzh petra. Ar pal nemetañ eo komz brezhoneg, koustet a gousto. |
| Ha da betra e servij, sañset ? |
A-benn ur miz bennak e teu un deraouad da gompren gwell-ouzh-gwell ha da gomz aesoc'h. A-hend-all e vez aozet gouelioù (ur wezh ar bloaz da nebeutañ), ur « rallye », prezegennoù, bepred e brezhoneg evel-just. Bep Lun eus 7e betek 10e d'an abardaez, deuit da sal vras solieradur kentañ ar Mission bretonne Ti ar Vretoned da gemer perzh e abadennoù Ti ar Brezhoneg. Ar reolenn nemeti eo komz brezhoneg hepken, met zoken ma n'oc'h ket evit ober e viot degemeret mat bepred. Aze e kavot ul levraoueg hag ur videaoueg vrezhonek, un davarn, c'hoarioù h. a., ha dreist-holl ho po tu da gomz evit gwir ha d'amprouiñ pegen mat e ouzit ar yezh. Berr-ha-berr : da vevañ e brezhoneg ha da lakaat ar brezhoneg da vevañ. |
Meur a ezel eus TaB a vo aze : Christine Le Menn (prezidantez abaoe 5 vloaz), Didier Cojean (bet kelenner war ar brezhoneg), Gaby Trellu ha tud all a youl vat.
Evit komz ouzh Christine Le Menn : 01 43 80 96 75.